E brezhoneg | Ul levrig evit deskiñ hag en em ziduañ gant ar raned

27 avril 2021
E brezhoneg | Ul levrig evit deskiñ hag en em ziduañ gant ar raned

Setu al levr pedagogel kentañ e brezhoneg savet gant Dour & Stêrioù Breizh ! Gant "Flak" e kinnigomp deoc'h disoleiñ bed ar raned gant c'hoarioù, livañ, taolioù-arnod...

 

Flak a zo ur magazin bihan evit deskiñ diouzh an natur, gant temoù a bep seurt. Gant Flak, animatourien Dour ha Stêrioù Breizh a ginnig dit ober anaouedegezh gant da liorzh, ar park tostañ hag ar c’hoad pe ar stêr c'houesañ zoken. Gallout a ri ivez diskoachañ ar pezh a zo kuzhet er poulloù-dour.

 

Pellkargit pe sellit ouzh ar Flak war ar raned

En niverenn-mañ : ur c’hlask-an-teñzor, ur gontadenn, bitellat, livañ, c’hoarioù... titouroù a-leizh diwar-benn an natur evit gouzout pep tra diwar-benn ar raned. Ma ’z peus c’hoant e c’helli kas keloù dimp eus ar pezh ’z peus kavet hag eus ar pezh ’z peus graet.

 

 

Pellkargit amañ Flak. N'eus kudenn ebet evit implijout "Flak" er skol !

 

Gant piv vo troet ar Flak war an hin ?

Embannet eo bet dija e galleg ar Flak war an hin. Laouenn bras e vefemp kinnig al levrig-mañ d'an holl. Emaomp neuze o klask ur c'helenner, ur c'hlas, tud a youl vat mennet evit an droidigezh !

Amañ e vo kavet ganeoc'h ar Flak war an hin.

Kasit deomp ur gerig ma fell deoc'h reiñ un tamm sikour : communication@eau-et-rivieres.org

Trugarez en a-raok !

Agenda

l m m j v s d
 
 
1
 
2
 
3
 
4
 
5
 
6
 
7
 
8
 
9
 
10
 
11
 
12
 
13
 
14
 
15
 
16
 
17
 
18
 
19
 
20
 
21
 
22
 
23
 
24
 
25
 
26
 
27
 
28
 
29
 
30